Istor

Istor berr an arkeologiezh diwar nij

An arglaskerezh diwar an uhel evit kavout lec’hiennoù arkeologel endonet pe rezet, na c’haller ket gwelet pa vezer war an douar, a oa deuet war wel e deroù an XXvet kantved. Kaset e oa bet war-raok etre an daou vrezel, gant an araokadennoù teknologel a oa bet gaet war dachenn an aerlestrerezh hag al luc’hskeudennerezh.

Ent u all da Vor Breizh e komprenas Osbert Guy Stanhope Crawford (1886-1957), pa veze o nijal a-us ar maezioù saoz, e oa abalamour d’ar fozioù atredet ha d’ar mañsonadurioù a oa eno e kreske ar plant gant doareoù disheñvel er parkeier gounezet. Hag evel-se e veze lakaet war wel tresoù ar savadurioù, lec’hiennoù-beziañ ha tachennaouegoù kozh-douar. War an diazez-se o doa kendalc’het tud entanet war e lerc’h goude ar brezel.

E 1976, ur bloavezh sec’hor vras, e oa bet tud o nijal un tamm e pep lec’h e Frañs hag evel-se e oa bet lakaet miliadoù a lec’hiennoù arkeologel war wel. Un nijadenn gentañ a voe a-us Kreiz-Breizh gant Pierre-Roland Giot (1919-2002) ha Charles-Tanguy ar Rouz. Diskoachañ a rejont kalz a glozioù. Kement-se en doa lakaet war wel lec’hiennoù dianav stank en ur c’horn-bro ma vez diaes gwelet anezho abalamour d’ar c’hleuzioù ha d’ar girzhier stank c’hoazh. Lañs a oa roet d’an traoù.

Abaoe 1986 e vez sikouret programmoù arglask-renabliñ gant ar Stad, dre Servijoù-rannvro an Arkeologiezh. Arc’hant a vez roet bep bloaz, gant Ministrerezh ar Sevenadur hag ar c’huzulioù-departamant eus Breizh, evit paeañ an nijadennoù. Gant an abadennoù arglask-se e vez maget ar Gartenn Arkeologel Vroadel. E Breizh, hogos an hanter eus al lec’hiennoù bet enrollet enni zo bet diskoachet gant an arkeologourien-nij.

Plougernevel, Keryann. Unan eus ar c’hlozioù niverus lakaet war wel gant enklaskoù Giot hag ar Rouz. Amañ e weler meur a hini, an eil en egile, er parkoù a bep tu d’ur c’hleuz.


Arkeologourien-nij

N’eo ket gwall niverus an dud a-youl vat, entanet gant an arkeologiezh ha gant ar c’hoant bras da ziskoachañ traoù dianav, a nij evit klask roudoù eus ar pezh a chom eus an amzer dremenet en hor maezioù pemdeziek : o zachennoù-c’hoari.

E Breizh, evel e lec’h all, e vez dastroc’het ar vro en un doare naturel etre an arkeologourien-nij. An diskouezadeg-mañ, gouestlet da Greiz-Breizh, zo maget gant al labour graet gant meur a hini anezho. Gant Roger Bertrand (✞) ha Bernard Ginet, skiantourien o deus kaset da benn enklaskoù e stankenn ar Skorf hag an Ele e kornôg ar Mor-Bihan. Gant Patrick Naas, oberiant bepred, a studi bro ar Weneted en ur zibradañ eus Pondi.

Ha gant Maurice Gautier, ur skolaer hag a zo war e leve bremañ, en api abaoe 1992 e Kreiz-Breizh. E-pad pell amzer en deus nijet a-us an tolead etre Merleag ha Kastell-Nevez-ar-Faou, en ur vont betek an aod a-wechoù (Treger, Porzhe). Kavet e vez ingaloc’h bremañ a-us Porc’hoed (Ploermael, Maoron) hag er su da Roazhon. Al luc’hskeudennoù a ginnigomp amañ zo bet graet gantañ peurliesañ, dre ma’z eo an takad studi a blij ar muiañ dezhañ.

Camara, 09/1989

Klub Nijerien Il-ha-Gwilen, e Sant-Jakez-al-Lann, zo poent kreiz un toullad ergerzhadennoù. War al luc’hskudenn-mañ e weler, a gleiz da zehoù, en o c’hoazez, Claude Saulais, Gabriel Protois, Serge Rabu, Gilles Leroux, Maurice Gautier, Valérie Protois ; en o sav, Jean-Yves Breuille, Didier Touffet, Philippe Guigon.